Mirdi Pont-Aven :
PRIZIOÙ 2021
Ma vez kinniget an diskouezadeg verrbad :
> Priz leun : 8 € / priz digresket : 6 €
> Priz evit ar strolladoù (+ 10 den, digoust evit an ambrougerien) : 5 €
Ma ne vez ket kinniget an diskouezadeg verrbad :
> Priz leun: 5 € / priz digresket : 3 €
> Priz evit ar strolladoù (+ 10 den, digoust evit an ambrougerien) : 3 €
PRIZIOÙ DIGRESKET
Diskouez ur brouenn : tud yaouank etre 18 ha 26 vloaz, studierien, tud a zo ganto ar Paseporzh sevenadurel (KD29), kelennerien, PBOS (Poellgor broadel an ober sokial), CEZAM, koufrig prof Wonderbox, Mignoned al Louvre, Mignoned mirdi Orsay hag an Orañjerezh, diskouez ur bilhed e talvoud eus ar bloaz e Dalc’had Hélène hag Edouard Leclerc, e Mirdi ar Pesketaerezh hag e gouel Gouel Bleunioù al lann e-pad dibenn-sizhun ar gouel.
DIGOUST
Diskouez ur brouenn : dindan 18 vloaz, klaskerien labour (gant prouennoù 6 miz kozh d’ar muiañ), koskor Mirdi ar Sevenadur, ar gazetennerien, mirourien ar glad, kasourien ar glad, an heñcherien-jubennourien, an heñcherien-brezegennerien, tud a zo ganto ar gartenn ICOM (Kuzul etrebroadel ar mirdioù), izili eus Mignoned Mirdi Pont-Aven ha/pe eus Mirdi ar Pesketaerezh e Konk-Kerne, an dud nammet hag un ambrouger (diskouez ur brouenn), tud a zo ganto ar gartenn vicherel «Breizh Mirdioù» ha dre wir evit un ambrouger evit ur strollad ouzhpenn 10 den.
DIGRESK PRIZIOÙ :
Gant diskouez ar bilhed o deus gwir an dud a zo ganto un tiked priz leun evit Mirdi Pont-Aven da brenañ ur bilhed priz digresket evit an Dalc’had Hélène & Edouard Leclerc, e Landerne, hag e Mirdi ar Pesketaerezh, e Konk-Kerne. Priz digresket e talvoud e-pad ar bloaz o ren.
Digor bemdez eus 10e da 6e nemet da Lun. E miz Gouere hag e miz Eost, digor bemdez eus 10e da 7e.
Serr d’ar 1añ a viz Genver, da Lun Fask ha d’ar Pantekost, hag ivez d’ar 25 a viz Kerzu. Serr e miz Genver evit ober labourioù teknikel.